Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/204

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

lan qet hen goelet, rag collet, daonet ec’h oun. »

Test deus a gement-man, ar misioner a ansav penos na all bean salvet nemet dre eur miracl deus a brotecsion ar Verc’hes ; hen recomandîn e ra da bedenno ar re oa presant, ha pa oe distroet er barous en pehini a roe eur mision, a reas laret evit-han ar beden-man : « Santez Mari consevet hep pec’het, pedet evidomp n’hîn pere e meump recours d’ac’h. »

Tri c’hart heur goude ma oa partiet an tad, ar c’hlanvour gant eur visaj hag eur voez dous ha tranqil a c’houl piou a nefoa laqet medalen ar Verc’hes en he gerhen ? Me, me, a respont he c’hoar. — Neuze hi c’hemer en he zaorn, a sell out-hi gant devosion, ac’h huanad, a scuil daëro, hag a bog, gant teneridiges, da imaj an Hini pehini a so refuj ar bec’herien. En dez voarlerc’h, mintin-mad, e ra gervel eur beleg, a covesa, ec’h oull pardon digant ar re oa prezant deus ar scandal a nefoa roet de-he dre he vue a disurs. Ebars en he deio divean, elec’h ar blasfemo pere a lere qen lies diagent, na vije clevet o pronons ne-