Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Mari, pedet evidomp, nîn pec’herien, nîn deus pere ar vue beteg vreman a so bet eur chaden, eur ouiaden a disurjo ; ni deus pere ar pec’hejo a so stanqoc’h evit ar bleo deus hon pen ; o Mari, refuj asuret ar bec’herien, pedet, pedet evidomp.




TREGONTECVET DEVEZ.


————


NUNC. — Breman.


>o<


Mar deufemp eur voech da sonjal erfad er stad en pehini ec’h omp voar an douar, hag ebars an danjerio pere a so en dro d’imp ! Mar deufemp da gompren hon sempladurez, hon iselder ! Mar deufemp da anaveout ha da zantout hon ezomo pere a so qen bras, gant pesort prez, gant pesort aqet na deufemp-ni qet da huanadîn voar gaad Mari ha da laret : Santez Mari, Mam da Zoue, pedet, pedet breman evidomp-nîn