Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/198

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

speret qen jenet ha qen troublet, hen pedas da c’hortos beteg an dez voarlerc’h ; mes an den ioanq a respontas : « O nan, me ho ped, otro person, coveseet ec’hanoun ractal, na allan qen bevan evel mac’h oun. » Goude he govision, an den ioanq a zistro d’ar ger, hag ebars en eun transport a joausdet, en eur vriata he dad, a lar de-han : « O ! ma zad, pegen evurus ec’h oun breman ! Na zantan qen ar bec’h poner pehini a garge ma c’honsians a remors, a nec’h hag a anqen ! Na enem c’hanavean qen me mac’h-unan ! ia, ma zad, mont e rîn da gavet ma mingnonet, ar mingnonet-se pere, sioaz d’hîn, em eus bet qen lies douget d’an droug, mont a rîn d’ho c’havet, ha mar na allan qet ober de-he c’heuill ma exempl, disclerian a rîn de-he hag e rîn de-he zantout an evurusdet deus pehini a jouisan breman. »


PEDEN.


O Mari, deus a greis hon c’halon, ha gant ar guir anoudeges deus hon esomo, ec’h huanadomp hag a leromp d’ach ;