Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/184

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 183 —

euz deus an amzer brezant ; ar spont deus an amser da zonet a antre qen don en he speret qen na all na dibrin na repos. O ! pegen malurus ec’h eo ; bean a so eur remed ous he boan : mar qar enem humilian ha covesaat gant eur guir glac’har, e cavo ar peuc’h deus ar gonsians, joausdet ar galon, hag ar pardon deus he grimo. Na man qet hep anaout qement-se, memeus hen desirout a ra, mes he ourgouil na c’houl qet plegan ha doujan e ra ar pes a alfe ar bed laret e voarn’han. Derc’hel e ra da asistan peb sul en ofis ar Verc’hes ; pedin a re Mari, refuj ar bec’herien, da sellet out-han a drue. Er sul ar lard da noz enem laqa en c’hars covision eur beleg en pehini a nefoa laqet he gonfians ; dont a rer da laret dehan penos ar beleg-se na alle qet covesaat er momet-se. En dez voarlerc’h, ar lun ar lard, he vingnonet a debauch enem bresant evit hen pedîn da vonet gant-he d’ar meurs d’an theatr, evit qemer lod ebars en eun danz deus ar brasan disurs, hag evit hen dougen da vont, a leront de-han, penos malarje ec’h e da achuîn, ha penos c’homan oa an divean danz. Na aljont qet hen gonit