Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/180

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 179 —

hano Jesus, mes da scuil ma goad evit-han.

Beomp respet evit hano Jesus ; pedomp-han gant fians , beomp recours de-han en hon oll esomo, ha goulenomp ar c’hras da vervel en eur bronons an hanoïo a Jesus hag a Vari.


EXEMPL.


(Levr Arch-Breuriez, pajen 409.)


Eun den ioanq a seis vloa voarn’ugent pinvidic ha mestr deus he vado, ha pehini a zisqene deus eur famill vras hag enorabl, a nefoa qustumet aboe eun neubeud a vloavejo, monet da chom da Baris, pevar pe bemp miz deus ar goanv. Tremen a re ar mizio-ze ous enem doll d’ar plijadurezo a bresant ar ger vras corompet d’ar ioanqis er c’houls-se. Er sul, ar c’hoec’hvet deus a viz genver er bloa 1839, oa bet enem glevet gant cals deus he vingnonet evit ober eun nosvez a disurs, mes ho zoll a vanqas : neuse evit lac’han an amser enem resolv da vonet d’an theatr. Brav oa an amser, scler oa ar loar, hag en eur dremen en qichen