Hano Jesus, eme sant Ian Chrisostom, a so eun difen asuret enep an ifern, hag an oll viso. A c’houi, eme sant Laurans Justinien, a c’houi a so tentet gant an droug speret ? A c’houi a so persecutet gant an dud ? Galvet hano Jesus. A bean ec’h oc’h-u dalc’hed gant ar c’hlenvet ? Scouis gant ar boan ? Qemeret gant ar spont ? Pedet hano Jesus d’ho sicour. Piou, eme sant Bernard, a neus galvet an hano adorabl-man, ha na neus qet santet he ners voar ar momet ? Piou o vean tragaset dre voal basiono, ha breseleqeet gant adversour ar silvidigez, a neus bet recours d’an hano galloudus-man, ha na neus qet goneet ar victoar ? Hano a nerz er brezel, hano a sclerijen en danjer, hano a gonsolasion er boan, hano a silvidiges en heur ar maro evit ar re pere hen doug scrivet en ho c’halon. Hano Jesus, eme sant Bernard, a so eur mel evit ma geno, eur meulodi evit ma diou scouarn, hag eur joausdet evit ma c’halon. Sant Paul na scouize qet o pronons hano Jesus ; mesqet a neus he oll scrijo deus a hano Jesus. Evidoun-me, eme sant Paul, me a so prest, nonpas da dougen hepqen chadenno evit
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/179
Neuz