Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/15

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 14 —


Ha deus pelec’h e teu ar garante qen bras a neus Mari evidomp ? da gentan, Mari hon c’har, abalamour ma car Doue ; da n’eil, abalamour ma deus resevet digant he Map ar garg ac’h anomp, a c’hoas abalamour ma compren ar pes ac’h omp coustet da Jesus he Map.

Ha da gentan, Mari a neus teneridigez evidomp, abalamour ma car Doue. Carante Doue ha carante an nesan, e me sant Ian, a so ebars ar memeus gourc’hemen. Carante ho nesan a so en rapport gant carante Doue : carante hon nesan a ve musuret voar garante Doue, da lavaret eo, sulvu ac’h eo nerzus en hon c’halon carante Doue, sulvu a cresq ive hon c’harante evit an nesan. Petra a gesse d’an Indres eur sant Françes Xavier ? Petra a laqee eur sant Françes a Sall d’enem sacrifian evit distro an hugunodet a Jenev ? Petra a douge eur sant Paulin da gemer chadennou eur prisonnier evit rein de-han ar liberte ?… Petra ? Ar garante vras deus pehini a deoe ho c’halon evit Doue. Mes piou james a neus caret Doue muioc’h na memeus qement hag ar Verc’hes ?