c’halon, eur mel evit ma geno, eur c’han melodius evit ma diouscoarn, da laret eo, an hano a Vari prononset gant devosion, a brocur d’ur galon joausdet ha confians, hag hen c’harg deus a c’hraso. O Guerc’hes, meurbet ding deus hon meulodio, eme sant Bernard, ho hano a so qen dous, qen agreabl, qen na ell qet bean prononset, hep na deu da deneraad ha da doman ar galon ; ar sonj hepqen deus ho c’hano a joausa speret ho servijourien, a gonsol ar re aflijet, a souten an dud prest da goean en disesper, hag a dousa ar poanio deus ar vue-man. Hano Mari a so c’hoas meurbed nersus hag efedus en tentasiono ; sufis eo hen pronons a galon, evit ober d’hon adversourien qemer an tec’h : « Pa brononser, eme sant Bernard, hano Mari, an droug sperejo a so qemeret gant ar spont hag ar spouron. » — Satan a dec’h hag an ifern a gren, eme eur sant, pa laran : Me ho salud, Mari.
Mes dreist peb tra, hano Mari a dle bean hon ners en heur deus hon maro. « Piou benag, eme sant Anselm, a gar hano Mari, na nefo netra da doujan er momet