Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/128

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 127 —

de-he : « Na n’oun qet ha na c’houlenan qet bean ar pes ec’h eus anaveet ec’hanoun beteg vreman, hag abalamour da-ze, ec’h an sur mad, da dennan voar-n-oun ho coaperes ; mes neus fors ; groet pes a gerfet goap ec’hanoun, me na rîn van ebet deus ho coaperes, rag gouzout eran penos pe ret goap deus an dud vertuus, ac’h estimet a ne-he en fons ho calon. Na vîn qet jenetoc’h deus ar pes a alfec’h da laret diouzîn, dre anvi, dre jalousi, mes ma oll aqet a veso meritout ho c’histim dre eur vue vad. Mar so unan benag en ho toez pehinî a nefe c’hoant da ober ar pes am eus groet, na neus nemet ma c’heuil, ha me hen caso d’an hini da pehini, goude Doue, ec’h oun dleour deus ma distro. »

O clevet qement-man, den abet na gredas hen respont, memeus tri deus he vingnonet hen c’heuil, a goves, ha crevaad dre he exempl, a deujont goude da gonduîn eur vue en guirione christen.


————