Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/113

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 112 —

aliesoc’h evit bemdez, oa couscoude eun tam esperans evit ar c’hlanvour-man, rag qemer ar re dour biniget, hag ober a re sing ar groas en eur laret : Mari, consevet hep pec’het, pedit evidomp.

An naontecvet deus a viz mae, dez en pehini a oa bet recommandet da bedenno ar Verc’hes en Paris, en de-ze, eun den ioanq oajet deus a zeitec vloa, pehini oa er memeus hospital, ac’h a da goms out-han, hag a laras de-han : perag na c’houlenet qet covesaat ? Evidoun-me, na noun qet goeloc’h evit eun all, hag ac’h an da goves, ha goude, e ven muioc’h contant dious-hîn mac’h unan. Bean so laeron, muntrerien, ha bep sort torfetourien, pere o vean coupabl meurbet, a neus bet qeun, goulet pardon, a deus coveseet hag a so breman en env ; ha c’houi pehini n’ac’h eus qet groet ar c’hrimo se, na c’houlenfec’h qet covesaat ? O clevet eun hevelep comjo, ar c’hlanvour pehini oa prest da vervel, a seblant dastum he oll ners evit sevel, hag evit en em doll e voar an den ioanq carantezus, pehini na glasqe nemethen sovetaad : mes er memeus amzer, pebeus