(8) Ha kalz a astenne ho dillad var an hent, ha re all a droc’he brancou-gwez, hag ho zaole var an hent. (9) Hag ar re a iea araog, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie : Hosanna ! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou ! (10) Benniget ra vezo rouantelez hon tad David a zeu en hano an Aotrou ! Hosanna en huella euz an envou !
(11) Jesus a antreaz evel-se en Jerusalem, hag en templ ; hag o veza sellet tro-var-dro ouz pep tra, evel ma oa dija divezad, ez eaz da Vethani gant an daouzec.
(12) An deiz var lerc’h, evel ma’z eant er meaz euz a Vethani, e teuaz naoun dezhan. (13) Hag o velet a-ziabell eur vezen-fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra-benag enhi ; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou ; rag ne oa ket amzer ar fiez. (14) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz : Biken den na zebro frouezen e-bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement-se.
(15) Dond a rejont goude da Jerusalem ; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed. (16) Ha na bermete da zen dougen bessel e-bed dre an templ. (17) Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret : Ha n’ed eo ket scrivet : Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou ? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.
(18) Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement-se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan ; rag aoun ho doa a-razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.
(19) Pa oe deuet an abardaez, Jesus a ieaz er meaz euz a gear.
(20) Ha deuz ar mintin, evel ma tremenent, he ziskibien a velaz ar vezen-fiez sec’het beteg he griziou. (21) Neuze Per, a deuaz sonj dezhan euz ar pez a oa bet c’hoarvezet, hag a lavaraz dezhan : Mestr, setu ar vezen-fiez var behini ec’h euz taolet da valloz, a zo dizec’het. (22) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ho pezet feiz en Doue ; (23) rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag a lavaro d’ar menez-ze : Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar ; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret.