Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/66

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
57
SANT VAZE, XXVI.

a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou-man holl.

(55) Neuze e lavaraz Jesus d’an dud-se : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun ; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun. (56) Mes an holl draou-man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.

(57) Mes ar re ho doa kemeret Jesus a gassaz anezhan da Gaiphas, ar beleg-braz, en peleac’h e oa assamblet ar Scribed hag ar re Ancien.

(58) Ha Per a heuliaz anezhan a-ziabell, bete lez ar beleg-braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e-touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin.

(59) Hogen, prinsed ar veleien, ar re Ancien, hag an holl Sanhedrin a glaske eun desteni faoz benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro. (60) Mes na gavent ket ; ha petra- benag ma teuaz kalz a destou faoz ne gavent hini e-bed. Mes er fin e teuaz daou dest faoz, hag a lavaraz : (61) He-man hen deuz lavaret : Me a hell diskar templ Doue, hag hen adsevel en tri deiz.

(62) Neuze ar beleg-braz a zavaz hag a lavaraz dezhan : Ne respontez eta netra ? Petra a lavar ar re-ze a-enep d’id ?

(63) Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg-braz, o komz, a lavaraz dezhan : Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue ? (64) Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret ec’h euz ; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divar-vreman e velot Mab an den azezet a-zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env. (65) Neuze ar beleg-braz a rogaz he zillad, en eur lavaret : Gwall-gomzet hen deuz ; daoust hag ezom hon euz-ni c’hoas a destou ? Klevet hoc’h euz breman he wall-gomz. Petra a zeblant deoc’h ? (66) Int a respontaz : Meritout a ra ar maro ! (67) Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou-dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret : (68) Christ, difin gant piou oud bet skoet.

(69) Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan : Te a oa ive gant Jesus a C’halile. (70) Mes hen nac’h a reaz dirag an holl, en eur lavaret : Na ouzon ket petra a leverez.

(71) Hag evel ma oa o vond er