Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/65

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
56
SANT VAZE, XXVI.

lavaraz dezhe : Va ene a zo trist beteg ar maro ; choumit aman ha beillit ganen.

(39) Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret : Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir-ze pell diouzin.... Koulskoude,n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id. (40) Neuze o tond etrezeg he ziskibien, e kavaz anezhe kousket ; hag e lavaraz da Ber : Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket gallet beillia eun heur ganen ! (41) Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation ; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.

(42) Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret : Va Zad, ma na hell ar c’halir-ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez.

(43) Hag e teuaz, hag ho c’havaz kousket adare ; rag ho daou-lagad a oa pounereet.

(44) Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou.

(45) Neuze e teuaz da gavoud he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Kouskit c’hoas ha kemerit ho repos ! Setu deuet an heur, ha Mab an den a ia da veza livret etre daouarn ar bec’herien. (46) Savit ; deomp ; setu, an hini a drahis ac’hanoun a dosta.

(47) Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a-berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl. (48) Hag an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin-man : An hini a bokin dezhan, hennes eo, crogit enhan. (49) Ha rag-tal e tostaaz ouz Jesus, hag e lavaraz dezhan : Salud, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (50) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Va mignon, da betra oud-de deuet aman ? Neuze o tostaad, e lekejont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.

(51) Ha setu, unan euz ar re a oa gant Jesus, oc’h astenn he zorn, a dennaz he gleze, hag o skei gant eur servicher d’ar beleg braz, e troc’haz he skouarn dezhan. (52) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka a-nevez da gleze en he blas ; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a berisso dre ar c’hleze. (53) Ha sonjal a rez-te na helfen-me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag-tal ouzpen daouzec lejion a elez ? (54) Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere