Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/56

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
47
SANT VAZE, XXIII.

(11) Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher. (12) Rag piou-benag en em huellaio, a vezo izelleet ; ha piou-benag en em izellaio, a vezo huelleet.

(13) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud ; na antreit ket ebarz hoc’h-unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.

(14) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir ; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.

(15) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag redec a rit dre ar mor ha dre an douar evit ober eun diskibl ; hag eur vech great, e rentit anezhan mab d’an ifern diou wech muioch egedoc’h hoc’h-unan.

(16) Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar : Mar deu unan-benag da douat dre an templ, an dra-ze n’ed eo netra ; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her ! (17) Tud diskiant ha dall ; pehini eo ar brassa, pe an aour, pe an templ dre behini eo santifiet an aour ? (18) Ha piou-benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra-ze n’eo netra ; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her. (19) Tud diskiant ha dall ! rag pehini eo ar brassa, pe an offrans, pe an aoter dre behini eo santifiet an oftrans ? (20) Piou-benag eta a dou dre an aoter, a dou dreizhi, ha dre gement a zo varnezhi ; (21) ha piou-benag a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an hini a zo o choum enhan ; (22) ha piou-benag a dou dre an env, a dou dre dron Doue, ha dre an hini a zo azezet varnezhan.

(23) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou-man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re-all. (24) Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval !

(25) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tas hag euz ar plad, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded. (26) Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad,