Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/57

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
48
SANT VAZE, XXIV.

evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.

(27) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leun a eskern tud varo hag a bep seurt traou brein. (28) Evel-se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leun a hipocrizi hag a fallagriez. (29) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted, hag ec’h ornit beziou ar re just ;

(30) Hag e livirit : Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skuill goad ar brofeted. (31) Evel-se c’houi a zo testou a-enep deoc’h hoc’h-unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted. (32) Ha c’houi a laka bar muzur ho tadou. (33) Serpanted, raç an aered-viber, penaos e tec’hot-hu diouz barnedigez an ifern ?

(34) Dre-ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed ; c’houi a lazo hag a grucifio lod ; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben. (35) Evit ma kwezo varnoc’h an holl oad just a zo bet skuilliet var an douar, adaleg goad Abel, an den just-se, bete goad Zakari, mab Barachi, a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter. (36) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement-se holl a gwezo var ar generation-man.

(37) Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz-me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h. (38) Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert. (39) Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot : Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou !


CHABISTR XXIV.


PA oa Jesus o sortial euz an templ hag o vont kuit, he ziskibien a dostaaz outhan evit diskouez dezhan al labouriou kaer euz an templ. (2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha na velit-hu ket an holl draou-ze ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret. (3) Ha pa oe azezet var menez