Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/492

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
483
APOCALYPS, XVI.

frouez ar winien euz an douar, hag e taolaz anezhe er veol vraz euz a goler Doue. (20) Hag ar veol a oe gwasket en diaveaz a gear ; hag e teuaz euz ar veol goad hag a zave bete crabestou ar cliezec var hed c’houezec kant stad.


CHABISTR XV.



HAG e veliz en env eur burzud all braz ha souezus : seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza ; rag dreizhe eo accomplïsset coler Doue.

(2) Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan ; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer-ze, ha telennou Doue ganthe. (3) Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret : Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl-c’halloudec ! Just ha gwir eo da hentchou, O Doue ar zent ! (4) Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano ? Rag te hepken a zo santel ; evel-se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.

(5) Goude-ze e selliz ha setu an templ euz a danten an desteni a zigoraz en env. (6) Hag ar seiz eal, pere a zalc’he ar seiz gouli, a zeuaz er meaz euz an templ, gwisket gant lin glan ha gwenn-kan, ha gourizet var boul ho c’halon gant gourizou aour. (7) Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken. (8) Hag an templ a oe karget a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’halloud ; ha den na hellaz mond ebarz an templ ken na oe accomplisset ar seiz gouli euz ar seiz eal.


CHABISTR XIV.



HAG e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a lavare d’ar seiz eal : It ha skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue.

(2) Hag ar c’henta eal a ieaz, hag a skulliaz he scudel var an douar ; hag an dud ho doa merk al loen, hag ar re a adore he imach, a oe skoet gant eur gouli fall ha danjerus.

(3) An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro ; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.

(4) An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var