Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/471

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
462
S. JUD.

meret ar seurt tud-se, evit dond da veza ken-labourerien ganthe evit ar wirionez.

(9) Scrivet em euz d’an Iliz ; mes Diotreph pehini a gar beza ar c’henta en ho zouez, na receo ket ac’hanomp. (10) Rag-se, mar teuan, e tigassin sonj dezhan euz an oberou a ra, rag gwall-gomz a ra en hon enep ha n’e ket awalc’h kement-se, ne receo ket he-unan ar breudeur, mes dond a ra c’hoas da herzel ar re a fell dezhe hen ober, ha d’ho zeuler en meaz euz an Iliz. (11) Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue ; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. (12) An holl, hag ar wirionez he-unan, a ro testeni vad da Zemetrius ; ni hon-unan a ro ive an desteni-ze dezhan, ha choui a oar penaos hon testeni a zo gwirion.

(13) Bez’ em boa meur a dra da scriva d’id ; mes na fell ket d’in hen ober gant ar bluen ha gant liou ; (14) rag esperoud a ran da velet hep-dale, hag e komzimp genou ouz genou. (15) Ra vezo ar peoc’h ganez ! Ar mignoned a zalud ac’hanoud. Salud ar mignoned, pep hini dre he hano.


————


LIZER SANT JUD, ABOSTOL.


————



JUD, servicher Jesus-Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus-Christ. (2) Trugarez, ha peoc’h ha karantez ra vezo cresket deoc’h.

(3) Breudeur muia-karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent. (4) Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer ; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus-Ohrist hon Aotrou.

(5) Hogen me a fell d’in digas da sonj deoc’h-c’houi pere hoc’h euz hen klevet eur vech, penaos an Aotrou o veza save-