Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/470

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
461
III. S. IAN.

garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen-kenta, evit ma valeot enhan. (7) Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus-Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante-christ. (8) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun. (9) Piou-benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab. (10) Mar deu unan-benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez-ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. (11) Rag an hini a zalud anezhan, hen deuz lod en he oberou fall.

(12) Petra-benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou : mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet. (13) Bugale da c’hoar choazet a zalud ac’hanoud ! Amen.


————


TREDE LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————



AN Ancien, da Gaïus, ar muia-karet, pehini a garan er wirionez.

(2) Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendaic’hi en ieched, evel ma ema ive iac’h da ene. (3) Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. (4) N’em euz ket brassoc’h joa eged klevet e kerz va bugale er wirionez.

(5) Va mignon, ober a rez gant fidelite kement a rez evit ar breudeur hag evit an estranjourien ; (6) ha roet ho deuz testeni euz da garantez dirag an Iliz. Ober a ri mad o pourvei d’ho beach en eun doare dign a Zoue. (7) Rag abalamour d’he hano int eat en hent, hep kemeret netra digant ar Jentiled. (8) Rag-se ni a dle dige-