Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/459

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
450
II. S. PER, II.

da zigas da zonj deoc’h dalc’hmad euz an traou-man, petra-benag ma c’hanavezit anezhe, ha ma’z oc’h krenveet er wirionez pehini a zo ganeoc’h. (13) Ha me a gred ez eo just, e-keit ha ma vezin ebarz an danten-man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou, (14) o c’houzout penaos, hep-dale e tilezin an danten-man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus-Christ roet d’in da anaoud. (15) Mes soagn em bezo da ober ar pez a zo red evit ma c’hellot, goude va zremenvan, kaout sonj bepred euz an traou-ze. (16) Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou-lagad hon-unan. (17) Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez-man gant ar Gloar souveren : He-man eo va Mab muia-karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez. (18) Ha ni hon euz klevet ar vouez-ze a zeue euz an env, pa oamp assambles ganthan var ar menez santel. (19) Beza hon euz ive komz ar brofeted hag a zo eur gomz ferm meurbed, ouz pehini e rit mad teurel evez, evel ouz eur c’houlaouen hag a lugerne en eul leac’h teval, ken a deuje an deiz da c’houlaoui ha ken a zavje stereden ar mintin en ho calonou ; (20) gouezit da genta an dra-man penaos, profesi ebed euz ar Scritur na zeu euz a zantimant an den he-unan. (21) Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech-all dre volontez an den, mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement-se gant ar Spered-Santel.


CHABISTR II.


HOGEN evel ma’z euz bet fals profeted e-touez ar bobl, e vezo ive fals doctored en ho touez, pere a roio digor e-kuz da hereziou danjerus, tud pere, o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno a-daol ar gollidigez varnezhe ho-unan. (2) Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe. (3) Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus ; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor-gousket. (4) Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen deuz ho zaolet