Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/458

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
449
II. S. PER, I.

Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h. (14) En em zaludit an eil egile dre eur pok a garantez.

Ar peoc’h ganeoc’h holl pere a zo en Jesus-Christ ! Amen.


————


EIL LIZER SANT PER, ABOSTOL.


————


CHABISTR I.


SIMON PER, servicher hag abostol Jesus-Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini-ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus-Christ. (2) Ra vezo cresket deoc’h ar c’hras hag ar peoc’h, en anaoudegez euz a Zoue hag euz a Jesus hon Aotrou.

(3) Evel ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell ouz ar vuez hag ar biete, dre an anaoudegez euz an hini hen deuz hor galvet dre he c’hloar hag he vertuz ; (4) dre bere eo bet roet deomp ar promessaou braz ha precius meurbed, evit ma teuot, dre ar re-man, da gaoud lod euz an natur divin, o pellaad ouz ar gorruption a zo o ren dre ar bed dre ar c’hoantaennou diroll ; (6) evel-se, o lakaad hoc’h holl boan d’hen ober, unanit assambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar wiziegez ; (6) gant ar wiziegez an demperans ; gant an demperans ar batianted ; ha gant ar batianted ar biete ; (7) gant ar biete ar garantez a vreur ; ha gant ar garantez a vreur ar garantez. (8) Rag ma ema an traou-ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Mes an hini n’ema ket an traou-ze enhan, a zo dall, ber-velet eo, hag ankounac’heet hen deuz ar burification euz he bec’hejou tremenet. (10) Rag-se, breudeur, bezit muioc’h-mui aketus da grenvaad ho kalvedigez hag ho choazedigez ; rag en eur ober kement-se, ne deuot biken da gweza ; (11) hag evel-se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.

(12) Setu perag, ne vankin ket