Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/453

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
444
I. S. PER, II.

euz tanveet ez eo mad an Aotrou, en eur dostaad outhan ; (4) pehini eo ar mean beo taolet a-gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius ; (5) c’houi ive, evel mein beo, a zo savet, evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit offr sacrifisou spirituel agreabl da Zoue, dre Jesus-Christ. (6) Evit-se eo merket er Scritur : Setu, e lakean en Sion eur mean-corn, dibabet ha precius ; hag an hini a gredo enhan na vezo ket mezekeet. (7) C’houi eta, pere a gred, a denno henor anezhan ; mes evit ar re na gredont ket, ar mean a zo bet taolet kuit gant ar re a zave an ti, a zo deuet da veza eur mean-corn, eur mean hag a laka da gweza, eur garrec a scandal ; (8) o veza dizent ouz ar ger, e teuont da wall-stoka outhan, ha da gement-se ez int bet destinet. (9) Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiacb royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus ; (10) c’houi pere gwech all ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue ; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.

(11) Va breudeur muia-karet, ho pedi a ran, evel estranjourien ha beajourien, d’en em viret euz a zezirou diroll ar c’hig pere a ra brezel d’an ene ; (12) o kaoud eur gomportamant vad e-touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou-mad, e-leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.

(13) Rag-se en em zoumetit, abalamour d’an Aotrou, da gement tra a zo bet instituet gant an dud ; ken d’ar roue, abalamour ma’z eo an huella ; (14) ken d’ar gouarnerien, evel da dud kasset euz he berz, evit punissa ar re a ra droug hag evit meuli ar re a ra mad. (15) Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiant-vad : (16) evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez ; mes evel servicherien da Zoue. (17) Rentit henor d’an holl ; karit an holl breudeur ; doujit Doue ; henorit ar roue.

(18) Servicherien, plegit gant pep doujans d’ho mistri, n’e ket bep-ken d’ar re vad ha jentil, mes ive d’ar re zrouk. (19) Rag eun dra eo hag a blij da Zoue, pa deu unan-benag, a-