Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/452

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
443
I. S. PER, II.

breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered-Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.

(13) Rag-se, o veza lakeat eur c’houriz var groazellou hoc’h intentamant, hag o veza sobr, gortozit gant eun esperans parfet ar c’hras a vezo digasset deoc’h da zonedigez Jesus-Christ ; (14) evel bugale sentus, n’en em gonformit ket d’ar gwall-ioulou euz hoc’h ignorans a wech-all. (15) Mes evel ma’z eo santel an hini hen deuz ho kalvet, evel-se c’houi ive bezit santel en hoc’h holl gomportamant. (16) Rag scrivet eo : Bezit santel, rag me a zo santel. (17) Ha mar galvit ho Tad an hini pehini, heb sellet ouz apparans an dud, a varn hervez oberou peb hini, en em gunduit gant doujans e-pad an amzer hoc’h euz da dremen var an douar-man ; (18) o c’houzout penaos, n’eo ket dre draou breinus, evel arc’hant hag aour, hoc’h bet dasprenet euz ar feçon didalvoud da dremen ar vuez, a oa bet disket deoc’h gant ho tadou, (19) mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e-bed, (20) destinet dija araog fondation ar bed, hag a zo bet diskouezet en amzeriou diveza-man abalamour deoc’h-hu, (21) pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue. (22) O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur, (23) o veza ganet a-nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken. (24) Rag pep kig a zo evel ar yeot, hag holl c’hloar an den evel bleun ar yeot ; ar yeot a zeu da zec’ha hag ho bleun da gweza ; (25) mes ger an Aotrou a choum da viken ; hag he-man eo ar ger euz a behini ar c’helou mad a zo bet prezeget deoc’h.


CHABISTR II.


GOUDE beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk-prezegerez, (2) c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski. (3) Pa’z eo gwir hoc’h