Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/442

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
433
HEBREED, XIII.

oun spountet-holl. (22) Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez, (23) ouz an assemble hag ouz Iliz ar re genta-ganet, scrivet ho hano en env, ouz eur barner pehini a zo Doue an holl, ouz sperejou ar re just deuet da veza parfet, (24) hag ouz Jesus, Mediator an allians nevez, hag ouz ar goad skulliet, pehini a lavar gwelloc’h traou eged hini Abel. (25) Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h ; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a-berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp-ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env ; (26) ar vouez euz a behini neuze a lakaz an douar da grena, ha pehini breman hen deuz great ar bromessa-man, en eur lavaret : Eur vech c’hoas e lakin da grena, nann an douar hep-ken, mes ive an env. (27) Hogen, ar c’homzou-man : C’hoas eur vech, a verk ar fin euz an traou a hell beza chenchet, e kement ha ma’z int bet great, evit ma choumo ar re ne chenchont ket. (28) Abalamour da ze, o cregi er rouantelez ha na hell ket beza chenchet, dalc’homp ar c’hras, evit ma c’hellimp dreizhi servicha Doue en eun doare hag a blijo dezhan gant respet ha gant doujans ; (29) rag hon Doue a zo ive eun tan hag a zev.


CHABISTR XIII.


RA bado ar garantez etre ar breudeur. (2) Na ankounac’hait ket rei digemer mad d’an dud a-ziaveaz ; rag dre eno hinienou ho deuz digemeret elez, heb hen gouzout. (3) Dalc’hit sonj euz ar brizonerien, evel pa vec’h er chadennou assambles ganthe ; hag euz ar re a zo gwall-dretet, evel pa vijec’h c’houi hoc’h-unan en ho c’horfou. (4) Ra vezo ar briedelez henoret gant an holl, hag ar gwele disouillet ; rag Doue a varno an dud libertin hag an avoultrerien. (5) Ra vezo ho puez dinam a avaristed ; bezit contant gant ar pez hoc’h euz ; rag Doue he-unan hen deuz lavaret : Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud. (6) En hevelep doare ma c’hellomp lavaret gant assurans : An Aotrou a zo va zicour, ha n’em bezo ket a aoun ; petra a hell an den ober d’in-me ? (7) Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri