Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/441

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
432
HEBREED, XII.

vezet ganthan evit he vab. (7) Mar gouzanvit ar bunition, Doue en em ziskouez deoc’h, evel da vugale dezhan ; rag piou eo ar mab ha na vez ket punisset gant he dad ? (8) Mes mar bezit exant euz ar bunition a behini an holl ho deuz lod, neuze eta ez oc’h bastarded, he nann bugale legitim. (9) Ouz-pen-ze, hon tadou hervez ar c’hïg ho deuz punisset ac’hanomp, ha koulskoude hon euz bet respet evithe : ha na vezimp-ni ket kalz sentussoc’h ouz Tad ar sperejou, evit gallout kaoud ar vuez ? (10) Rag hon tadou a bunisse ac’hanomp evit eun neubeud deiziou, evel ma kavent mad ; mes Doue a gastiz ac’hanomp evit hor brassa mad, evit m’hor bezo lod en he zantelez. (11) Gwir eo penaos pep punition a zeblant, er momant ma vez roet, beza eur sujet a dristidigez, ha nann eur sujet a joa ; mes goude, e teu da rei, er peoc’h, eur frouez a justis evit ar re a vez bet evel-se amprouvet. (12) Krenvait eta ho taouarn dinerzet, hag ho taoulin pere a zo sempleet ; (13) ha grit eun hent eün d’ho treid, evit n’ez ai ket ar pez a zo kam divar an arouden, mes kentoc’h ma vezo pareet.

(14) Klaskit ar peoc’h gant an holl, hag ar zantelez, hep pehini na velo den an Aotrou ; (15) o lakaad evez ne deufe den d’en em briva euz a c’hras Doue ; ha ne deufe eur c’hrizien c’houero-benag, o sevel, da veza kiriec a drubuil deoc’h, ha da lakaad meur a hini da veza saotret ganthi ; (16) hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e-bed evel Esaü, pehini, evit eur pred-boued hep-ken, a verzaz he zroed a vab hena. (17) Rag anaoud a rit penaos goude-ze, pa fellaz dezhan herita euz ar venediction, e oe reprouvet, rag ne hellaz ket distrei ar pez a oa bet great, petra-benag ma her goulennaz gant daelou.

(18) Hogen, c’houi n’oc’h ket bet tosteet ouz ar menez a helle beza touchet gant an dorn, hag a oa an tan en-dro dezhan, nag ouz ar goabren deo, nag ouz an devalijen, nag ouz an tempest, (19) nag ouz an drompil skiltrus, nag ouz trouz ar c’homzou, eun drouz ker braz ma teuaz ar re her c’hleve, da bedi, evit ne vije mui adresset ar gomz dezhe. (20) Rag ne oant ket evit supporti an urz-man : Mar deu memeus eun aneval da douch ouz ar menez, e vezo lazet a daoliou mein, pe c’hoas e vezo treuzet gant eur flem. (21) Ha ken heuzus e oa ar pez en em ziskoueze, ma lavaraz Moises : Krena a ran, hag ez