Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/44

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
35
SANT VAZE, XVIII.

kuit d’ho faea. (27) Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo ; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant) ; kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.


CHABISTR XVIII.


EN heur-ze an diskibien a dostaaz ouz Jesus, hag a lavaraz : Piou eo ar brassa en rouantelez an envou ? (2) Ha Jesus, o veza galvet eur bugel bihan da zond d’he gavout, a lakeaz anezhan en ho c’hreiz, hag a lavaraz : (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou. (4) Piou-benag eta en em izelaio he-unan evel ar bugel bihan-man, hennes eo ar brassa e rouantelez an envou. (5) Ha piou-benag a receo eur bugel evel he-man em hano, a receo ac’hanoun. (6) Mes piou-benag a roio gwall-exempl da unan euz ar re vihan-ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor.

(7) Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwall-exempl ; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall-exempl ; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall-exempl ! (8) Mar ro d’id da zorn pe da droad leac’h na bec’hi, troc’h anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez monz pe gam, eget kaout daou zorn, pe daou droad, ha beza taolet e tân eternel. (9) Ha mar ro da lagad leac’h d’id da bec’hi, difram anezhan, ha taol anezhan pell diouzid ; rag gwell eo d’id mond er vuez o kaoud eul lagad hep-ken, eget kaout daou-lagad, ha beza taolet e tân an ifern.

(10) Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan-man ; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou. (11) Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet. (12) Petra a zeblant deoc’h ? Mar hen deuz eun den kant danvad, ha mar deu unan anezhe da veza dianket, daoust ha na lez ket eno an naontec ha pevar-ugent all, evit mond er meneziou da glask an hini a zo dianket ? (13) Ha mar c’hoarvez dezhan hen kavoud, e gwirionez hen lavaran deoc’h, beza hen deuz muioc’h a joa divarben he-man, eged divarben an naon-