Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/45

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
36
SANT VAZE, XVIII.

tec ha pevar-ugent ha na oant ket bet dianket. (14) Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan-man.

(15) Mar hen deuz da vreur pec’het en da enep, kea ha diskouez dezhan he faot etre te hag hen hep-ken ; mar selaou ac’hanoud, e pezo gounezet da vreur. (16) Mes mar na zelaou ket, kemer c’hoas ganez unan pe zaou, (17) evit ma vezo reglet an affer var ger daou pe dri dest. Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement-se d’an Iliz ; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican. (18) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement tra a liammot var an douar, a vezo liammet en env ; ha kement tra a ziliammot var an douar, a vezo diliammet en env. (19) Lavaret a ran c’hoaz deoc’h ; mar deu daou ac’hanoc’h d’en em glevet var an douar da c’houlen eun dra-benag assambles, kement-se a vezo roet dezhe gant va Zad pehini a zo en envou. (20) Rag el leac’h m’az euz daou pe dri assamblet em hano, me a zo eno en ho c’hreiz.

(21) Neuze Per a dostaaz outhan, hag a lavaraz : Aotrou, ped gwech e rankin-me pardoni d’am breur, pa hen devezo pec’het a-enep d’in ? Bete seiz gwech ? (22) Jesus a respontaz dezhan : Na lavaran ket d’id bete seiz gwech, mes bete deg ha tri-ugent gwech seiz gwech. (23) Abalamour da ze, rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a fellaz dezhan ober count gant he zervicherien. (24) Pa hen devoe commanset da ober count, e oe digasset dezhan unan pehini a dlie dezhan deg mil talant ; (25) mes dre n’hen doa ket peadra da baea, he aotrou a c’hourc’hemenaz hen gwerza, hen, he vreg, he vugale, ha kement hen doa, evit paea he c’hle. (26) Hag ar zervicher-ze, oc’h en em deurel d’an douar, a bede anezhan en eur lavaret : Aotrou, kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean. (27) Neuze aotrou ar zervicher-ze, o kaout truez outhan, a lezaz anezhan da vond kuit, hag a bardonaz dezhan he c’hle. (28) Mes ar zervicher-ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen-zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret : Pae d’in-me ar pez a dleez d’in. (29) Hag he genzervicher, oc’h en em deurel d’he dreid, a bede anezhan, en eur lavaret : Kemer patianted em c’hever, hag e paein