sclear euz an traou na veler ket. (2) Rag dreizhan ho deuz kavet hon tadou-koz euz desteni vad. (3) Dre ar feiz eo ec’h ouzomp ez eo bet great ar bed gant ger Doue ; en hevelep doare ma n’eo ket bet great an traou a veler, gant traou hag a heller da velet. (4) Dre ar feiz, Abel a offraz da Zoue eur sacrifis gwelloc’h eged hini Caïn ; abalamour d’he feiz e oe kavet just, Doue o renta testeni d’he offransou ; ha petra-benag ma’z eo maro, dre ar feiz-ze e komz c’hoas. (5) Dre ar feiz, Henoc a oe savet ouz an douar evit na velje ket ar maro, ha na oe mui kavet, abalamour m’hen doa Doue savet anezhan ; rag araog ma oa bet savet, hen doa bet an desteni da veza bet plijet da Zoue. (6) Hogen, heb ar feiz na hell den plijoud da Zoue, rag red eo d’an hini a dosta ouz Doue, credi ez euz eun Doue, hag e teui Doue da recompansi ar re a glask anezhan. (7) Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill ; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz. (8) Dre ar feiz, Abraham, pa oe galvet, a zentaz, evit mond d’ar vro a dlie da gaoud en heritach, hag a ieaz en hent, hep gouzoud da be leao’h ez ea. (9) Dre ar feiz, e choumaz en douar a oa bet prometet dezhan, evel en eun douar estranjour, o loja en tantennou, gant Isaac ha Jacob, ken-heritourien euz ar memeus promessa. (10) Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he-unan eo ar fondator hag ar mestr-maçoner. (11) Dre ar feiz ive, Sara a recevaz ar galloud da gaoud eur mab hag hen ganaz, en despet d’he oad avanset, abalamour ma credaz e oa fidel an hini hen doa great ar bromessa. (12) Evel-se euz a eun den, hag a oa dija dinerzet gant an oad, ez euz ganet eun niver braz, ken alies a zen hag a stereden a zo en env, hag a c’hreunen treaz a zo var bord ar mor, pere na hell den ho c’hounta.
(13) Ar re-ze holl a zo bet marvet er feiz, hep beza recevet an traou prometet, mes goude beza ho gwelet a-ziabell, ho deuz ho c’hredet, hag ho digemeret, goude beza anzavet penaos e oant estranjourien ha beajourien var an douar. (14) Rag ar re a gomz evel-se, a ziskouez sclear e klaskont ho bro. (15) Rag, mar ho divije dalc’het sonj euz ar vro a behini