Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/437

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
428
HEBREED, X.

lomp gant evez an eil ouz egile, evit en em dougen d’ar garantez ha d’an oeuvrou mad. (25) Na zilezomp ket hor reunion assambles, evel ma’z eo custum hinienou d’hen ober, mes en em exhortomp an eil egile, ha kement-se gant sul-vui a aket, ma velit an Deiz o tostaad.

(26) Rag ma pec’homp dre hor bolontez, goude beza recevet an anaoudegez euz ar wirionez, na choum mui a zacrifisou evit ar pec’hejou, (27) mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien. (28) Piou-benag a zeu da derri lezen Moises, a vez lakeat d’ar maro hep truez e-bed, var desteni daou pe dri ; (29) a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras ? (30) rag anaoud a reomp an hini hen deuz lavaret : Ar venjans a zo d’in-me ; me a rento tra evit tra, eme an Aotrou. Ha c’hoas : An Aotrou a varno he bobl. (31) Eun dra heuzus eo kweza etre daouarn an Doue beo,

(32) Hogen, ho pezit sonj euz an deiziou kenta, en pere, goude beza bet sclerijennet, hoc’h euz dalc’het pen da eur gombat vraz a boaniou ; (33) pa ez oc’h bet, euz eur c’hostez, exposet dirag an holl d’an dismegans ha d’ar persecutionou, hag euz eur c’hostez-all, pa hoc’h euz kemeret lod euz a boaniou ar re a oa evel-se gwall-dretet. (34) Rag c’houi hoc’h euz ive ken-c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus. (35) Rag-se na daolit ket diouzoc’h ho fizians, pehini he devezo eur recompans vraz. (36) Rag ezom hoc’h euz a batianted, evit, goude ma ho pezo great bolontez Doue, ma recevfot ar pez a zo bet prometet. (37) Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket. (38) Hogen an den just a vevo dre ar feiz ; mes, mar deu unan-benag d’en em denn kuit, va ene na gemer ket a blijadur enhan. (39) Evidomp-ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.


CHABISTR XI.


HOGEN ar feiz a zo eur gortoz leun a fizians euz an traou a esperer, ar breuven