Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/433

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
424
HEBREED, IX.

an den. (3) Rag peb beleg-braz a zo lakeat evit offr donezonou ha sacrifisou ; dre-ze ez eo red da he-man ive kaoud eun dra-benag da offr. (4) Rag ma vije-hen var an douar, na vije ket memeus beleg, o veza ma’z euz beleien pere a offr donezonou hervez al lezen, (5) pere a rent eur c’hult, imach ha skeuden euz an traou celestiel, hervez an urz divin a oe roet da Voises, pa dlie sevel an tabernacl : Bez leun a evez, emezhan, da ober pep tra hervez ar model a zo bet diskouezet d’id var ar menez. (6) Mes breman ar C’hrist hen deuz recevet eur garg excellantoc’h, o veza ma’z eo ar Mediator euz a eun allians gwelloc’h, pehini a zo fontet var bromessaou gwelloc’h. (7) Rag, ma vije bet an allians kenta hep si, na vije ket bet red lakaad unan all. (8) Rag oc’h ober rebechou dezhe, Doue a lavar d’ar Judevien : Setu, dond a rai an deiziou, eme an Aotrou, ma peur-c’hrin eun aliians nevez gant ti Israel, ha gant ti Juda ; (9) n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt ; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou. (10) Hogen, setu aman an allians a rin gant ti Israel, goude an deiziou-ze, eme an Aotrou, lakaad a rin va lezennou en ho sperejou hag ho scriva a rin var ho c’halonou. Me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl ; (11) hag hini anezhe ne roi mui kelennadurez na d’he nessa na d’he vreur, en eur lavaret : Anavez an Aotrou ; rag holl ec’h anavezint ac’hanoun, adaleg ar bihana en ho zouez beteg ar brassa ; (12) rag beza e vezin leun a druez e-kenver ho injustisou, ha n’em bezo mui sonj euz ho fec’hejou, nag euz ho fallenteziou. (13) O komz divarben eun allians nevez, e teu da ziscleria ez eo koz an hini genta ; hogen, ar pez a zo deuet da veza ancien hag a zo kosseet a zo dare da vond kuit.


CHABISTR IX.


AN allians kenta he doa eta ive ordrenansou evit ar zervich divin, hag eun tabernacl var an douar. (2) Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret ; hag hennes a oa galvet al leac’h santel. (3) Hag en tu-all d’an eil voal e oa an tabernacl, hanvet al leac’h santella ; (4) eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant