Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/432

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
423
HEBREED, VIII.

an aoter. (14) Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu-ze, evit ar pez a zell ar velegiach. (15) Ha kement-se a zeu da veza c’hoas sclearoc’h, pa zav eur beleg all pehini, evel Melkisedec, (16) a zo bet lakeat en he garg, nann hervez al lezen euz a eur gourc’hemen kigus, mes hervez ar galloud euz a eur vuez ha n’he deuz fin e-bed, (17) rag rentet hen deuz Doue an desteni-man : Te a zo beleg da viken, hervez urz Melkisedec.

(18) Evel-se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’he didalvoudegez ; (19) (rag al lezen n’he deuz digasset netra da veza parfet ;) mes lakeat ez euz bet en he flas eun esperans gwelloc’h, dre behini e tostaomp ouz Doue. (20) Hag evel n’eo ket bet lakeat Jesus hep le, (rag ar re all a zo bet lakeat da veleien hep le ; (21) mes he-man a zo bet lakeat gant le, gant an hini hen deuz lavaret dezhan : An Aotrou hen deuz touet, ha n’en em dislavaro ket ; te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec,) (22) evel-se eo deuet Jesus da veza ar goarant euz a eun allians kalz gwelloc’h. (23) Hag ouz-pen, bet ez euz eun niver braz a veleien, rag ar maro a vire outhe da choum atao. (24) Mes he-man, o veza ma choum da viken, hen deuz eur velegiach ha na dremen ket. (25) Dre-ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.

(26) Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg-braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou ; (27) da behini na vije ket red, evel d’ar veleien-vraz, offr sacrifisou bemdez, da genta evit he bec’hejou he-unan, ha goude evit re ar bobl ; rag an dra-ze hen deuz great eur vech, pa’z eo en em offret he-unan. (28) Rag al lezen a laka da veleien-vraz tud hag a zo sempl ; mes ar ger euz al le pehini a zo deuet varlerc’h al lezen, a laka ar Mab, pehini a zo bet rentet parfet evit an eternite.


CHABISTR VIII.


HOGEN, ar pen-kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg-braz, pehini a zo azezet a-zeo d’an tron ouz ar Vajeste en envou, (2) hag a zo Ministr ar sanctuer hag ar gwir dabernacl, pehini a zo bet savet gant an Aotrou, ha nann gant