Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/429

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
420
HEBREED, V.

fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.


CHABISTR V.


RAG, peb Beleg-braz, kemeret euz a-douez an dud, a zo lakeat evit an dud en traou a zell ouz Doue, evit offr donezonou ha sacrifisou evit ar pec’hejou. (2) Gallout a ra kaout truez ouz ar re a zo en ignorans hag en errol, pa’z eo gwir ema he-unan e-kreiz ar zempladurez. (3) Hag abalamour da ze e tle ober offransou evit he bec’hejou he-unan kerkoulz hag evit pec’hejou ar bobl. (4) Ha den na hell kemer an henor-ze evithan he-unan, nemed an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron. (5) Evel-se ive ar C’hrist n’hen deuz ket kemeret evithan he-unan ar gloar da veza Beleg-braz, mes hen recevet hen euz digant an hini hen deuz lavaret dezhan : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (6) Evel ma lavar ive dezhan en eul leac’h all : Te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec. (7) Hennes eo an hini pehini, e-pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan, petra-benag ma oa Mab, (8) hen deuz desket ar zentidigez dre an traou hen deuz gouzanvet, (9) hag o veza bet rentet parfet, ez eo deuet da veza an oberour euz ar zilvidigez eternel evit ar re holl a zent outhan ; (10) o veza bet galvet gant Doue Beleg-braz, hervez urz Melkizedec.

(11) Var ar poent-se hon euz kalz a draou da lavaret, hag a zo dies da zisplega, abalamour ma’z oc’h deuet da veza gorrec da gompren. (12) Rag e-leac’h beza mistri, evel ma tlejec’h beza abaoe pell amzer, hoc’h euz c’hoas ezom da zeski ar c’henteliou kenta euz a gomzou Doue ; hag ez oc’h deuet da gaoud ezom a leaz e-leac’h a voued krenv. (13) Hogen, an hini en em vag gant leaz, na gompren ket komz ar justis ; rag n’ed eo nemed eur bugel bihan. (14) Mes ar boued krenv a zo evit an dud en oad, evit ar re pere, dre ma’z int custum, ho deuz eur Spered exercet da zifferansi an droug hag ar mad.


CHABISTR VI.


RAG-SE, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin