IWALLOMP eta, gant aoun, goude ma eo bet lezet ganeomp ar bromessa da antren en he repos, ne zeblantfe unan-benag ac’hanoc’h beza renonset da gement-se. (2) Rag deomp-ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus-se ; mes ar gomz-se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi. (3) Evidomp-ni, pere hon euz credet, a antre er repos, hervez ma hen deuz lavaret : Dre-ze em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos ! Koulskoude peur-c’hreat e oa he oeuvrou abaoe crouidigez ar bed ; (4) rag ar Scritur he deuz lavaret en eun tu-benag, divarben ar seizved devez : Ha Doue a reposaz ar seizved devez euz he holl oberou ; (5) hag aman c’hoas : Ne antreint biken em repos ! (6) Pa’z eo gwir eta ez ai hinienou ebarz, ha pa n’eo ket antreet, o veza ma oaint incredul, ar re da bere e oa great da genta ar bromessa eürus-se, (7) Doue a verk c’hoas eun dervez, dre ar gomz-man : Hirio, en eur lavaret dre Zavid, ken pell amzer goude, evel ma’z eo bet lavaret huelloc’h : Hirio mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou. (8) Rag mar hen divije Josue lakeat anezhe da antren ebarz er repos, neuze Doue na gomzje ket goude-ze divarben eun devez all. (9) Choum a ra eta c’hoas gant pobl Doue eur repos a zabbat. (10) Rag an hini a zo antreet en he repos, a ziskuiz ive euz he oberou he-unan, evel Doue euz he re. (11) Lakomp eta hor poan da glask antren er repos-se, gant aoun na deufe unan-benag da gweza en eur seurt revolt.
(12) Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e-bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon. (13) N’euz crouadur e-bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou-lagad an hini da behini a tleomp renta count.
(14) Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg-braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz. (15) Rag n’hon euz ket eur Beleg-braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel-domp-ni, mes hep pec’hed. (16) Tostaomp eta gant