ez, a gommansaz he repren, en eur lavaret : Doue ra viro, Aotrou ! an dra-ze na c’hoarvezo ket ganez. (23) Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber : Tec’h kuit, Satan ! eur scandal oud evidoun ; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
(24) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun. (25) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo ; (26) rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teu da goll he ene ? pe aotramant petra a c’helfe an den da rei en trok evit he ene ? (27) Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez ; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou. (28) E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.
HOUEC’H devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a-gostez var eur menez huel. (2) Hag e oe transfiguret dirazhe ; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen. (3) Er memeus amzer e veljont Moises hag Elias, pere a gomze ganthan, (4) Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus : Aotrou, mad eo deomp choum aman ; mar fell d’id, greomp aman teir danten ; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (5) Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe ; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, e pehini eman va holl joa ; selaouit anezhan. (6) An diskibien, o klevet ar vouez-ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet-holl. (7) Mes Jesus o tostaad a douchaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Savit, ha n’ho pezet ket a aoun. (8) Hag o veza savet ho daou-lagad, na veljont den nemed Jesus he-unan.
(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen-man : Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a-douez ar re varo. (10) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Perag eta e lavar