Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/41

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
32
SANT VAZE, XVI.

en tu all d’ar mor, ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe. (6) Ha Jesus a lavaraz dezhe : En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed. (7) O veza klevet kement-man, e rezonent hag e lavarent enhe ho-unan : Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel-se. (8) Ha Jesus o c’houzout kement-se, a lavaraz dezhe : Tud a neubeud a feiz, perag e rezonit-hu enoc’h hoc’h-unan divarben n’hoch euz ket kemeret a vara ? (9) Ha na gomprenit-hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz-hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet ? (10) Hag ive ar seiz bara euz ar pevar mil den, ha ped kestad ho poa dastumet ? (11) Penaos na gomprenit-hu ket, n’eo ket divarben bara eo e komzen, p’am euz lavaret deoc’h en em viret ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseed ? (12) Neuze e comprenjont penaos n’hen doa ket lavaret diwall ouz goell ar bara, mes ouz doctrin ar Farizianed hag ar Saduseed.

(13) Hogen Jesus, o veza deuet en douarou Cezare-Philip, a c’houlennaz digant he ziskibien, o lavaret : Piou a lavar an dud ez oun-me, me, Mab an den ? Hag int a lavaraz : (14) Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted. (15) Hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-huez oun-me ? (16) Simon Per a respontaz hag a lavaraz : Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. (17) Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan : Eürus oud Simon, mab Jona ; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kement-se d’id, mes va Zad pehini a zo en envou. (18) Ha me a lavar d’id ive, penaos ez oud Per (mean) ha var ar roc’h-man e savin va Iliz ; ha doriou an ifern na vezint ket treac’h dezhi. (19) Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou ; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou ; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou. (20) Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.

(21) Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a-berz ar Senatourien hag ar re genta e-touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz. (22) Neuze Per, o veza kemeret anezhan a-gost-