recevo hervez he injustis ; ha na vez diskouezet preferans ebed evit den.
ISTRI, rentit d’ho servicherien ar pez a c’houlen al lealded hag an honestis diganeoc’h, o c’houzout penaos, c’houi ive hoc’h euz eur Mestr en envou.
(2) Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras ; (3) pedit er memeus amzer evidomp-ni, evit ma tigoro Doue deomp eun nor evit ar gomz, evit annons myster ar C’hrist, abalamour da behini emoun ive er chadennou ; (4) hag evit ma hen roin da anaoud, evel ma tlean komz divar he ben. (5) En em gomportit gant furnez e-kenver ar re a zo a-ziaveaz, o prena an amzer. (6) Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret-mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
(7) Tychikus, ar breur muia-karet, ar ministr fidel, ha va c’hen-zervicher en Aotrou, a roio da anaoud deoc’h kement a zell ouzin. (8) Kasset em euz anezhan deoc’h evit kement-man, evit ma c’hanavezo e pe stad emaoc’h, ha ma consolo ho calonou, (9) gant Onesimus, eur breur karet ha fidel, pehini a zo euz ho pro ; int a roio da anaoud deoc’h kement tra a c’hoarvez dre aman.
(10) Aristark, va c’hen-brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou ; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan). (11) Jesus, les-hanvet Justus, a zalud ac’hanoc’h ive. Ar re-man a zo euz ar circoncision, hag e-touez va c’hen-labourerien evit rouantelez Doue, ar re-man hep-ken a zo bet eur gonsolation evidoun. (12) Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h ; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur-c’hreat en holl bolontez Doue. (13) Rag me a ro testeni dezhan, penaos hen deuz eur zel vraz evidoc’h hag evit ar re a zo en Laodicea, hag ar re a zo en Hierapolis. (14) Lucas, ar medeusin muia-karet, a zalud ac’hanoc’h, ha Damas a ra ive. (15) Saludit ar breudeur euz a Laodicea ha Nymphas, hag an Iliz a zo en he di. (16) Ha pa vezo bet lennet al lizer-man en ho touez, grit ma vezo lennet ive en Iliz al Laodiceed, ha lennit, c’houi ive, an hini