Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/397

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
388
COLOSSIED, III.

o veva enhe. (8) Mes breman c’houi ive dilezit anezhe holl : ar goler, ar gassoni, an drougviez, ar gwall-deodadou, ar c’homzou udur ; diwallit na zeufe hini euz ho kenou. (9) Na livirit ket a c’hevier an eil d’egile ; p’az oc’h en em divisket euz an den koz, hag euz he oberou, (10) ha pa’z oc’h en em visket euz an den nevez, pehini a zo adnevezet, ebarz an anaoudegez, hervez imach an hini hen deuz he grouet. (11) Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr ; mes ar C’hrist a zo holl en holl.

(12) En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia-karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted ; (13) oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan-benag eur c’hlem a-enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel-se. (14) Mes dreist-holl en em viskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar berfection. (15) Ha ra zeui peoc’h ar C’hrist, da behini ez oc’h bet galvet en eur c’horf hepken, da rên en ho calonou ; ha bezit leun a anaoudegez-vad. (16) Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez-vad. (17) Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan. (18) Gragez, plegit d’ho priejou, evel ma’z eo deread hervez an Aotrou. (19) Goazed, karit ho kragez, ha na gemerit ket kaz outhe. (20) Bugale, sentit ouz ho tadou hag ho mamou en pep tra ; rag kement-se a zo agreabl d’an Aotrou. (21) Tadou, na hegazit ket ho pugale, gant aoun ne zeufent da goll courach. (22) Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hepken dirag ho daou-lagad, evel o klask plijoud d’an dud ; mes gant eur galon eün en doujans Doue. (23) Ha kement tra a reot, grit-hen a galon-vad, evel evit an Aotrou, ha nannevitandud ; (24) o c’houzout penaos e recevfot digant an Aotrou ar recompans euz an heritach, rag c’houi a zervich Christ, an Aotrou. (25) Mes an hini a ra ar pez a zo injust, a