Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/393

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
384
COLOSSIED, I.

hag emoun en abondans ; karget oun bet a vadou, o receo digant Epaphroditus ar pez hoc’h euz digasset d’in, evel eur baum a c’houez-vad, eur sacrifis digemeret gant Doue, hag agreabl dezhan. (19) Ha va Doue a bourveo ive d’hoc’h holl ezomou, hervez he binvidigezou, gant gloar, en Jesus-Christ. (20) Hogen, da Zoue, hon Tad, ra vezo ar gloar euz an eil kanvet d’egile ! Amen.

(21) Saludit an holl Zent en Jesus-Christ ; ar breudeur a zo ganen a salud ac’hanoc’h. (22) An holl Zent a zalud ac’hanoc’h, ha dreist-holl ar re a zo euz a diegez Cezar.

(23) Ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ ganeoc’h holl ! Amen.


————


LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
GOLOSSIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volonlez Doue, ha Timoteus hor breur, (2) d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ.

(3) Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h, (4) o veza klevet komz euz ho feiz en Jesus-Christ, hag euz ar garantez hoc’h euz evit an holl zent ; (5) abalamour d’an esperans a zo miret deoc’h en envou, euz a behini hoc’h euz bet anaoudegez a-ziaraog dre ar gomz a wirionez euz an Aviel, (6) pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez ; (7) evel ma hoc’h euz ive hen desket gant Epaphras, hor c’hen-zervicher karet-mad, pehini a zo evidoc’h eur ministr fidel euz ar C’hrist, (8) ha pehini hen deuz roet deomp da anaoud ho karantez hervez ar Spered. (9) Dre-ze ni ive adaleg an deiz ma hon euz klevet kement-se, n’hon euz ket paouezet da be-