Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/392

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
383
PHILIPPIED, IV.


(2) Me a bed Evodias, hag a bed Sintyke,da gaoud ar memeus santimant en Aotrou. (3) Pedi a ran ac’hanoud-te ive, va c’hen-labourer gwirion, da zicour ar gragez-ze ; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen-labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.

(4) En em rejouissit bepred en Aotrou ; hen lavaret a ran c’hoas : En em rejouissit. (5) Ra vezo anavezet ho tousder gant an holl dud. An Aotrou a zo tost. (6) Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, (7) hag ar peoc’h a Zoue, pehini a dremen peb ententamant, a ziwallo ho calonou hag ho sonjezonou en Jesus-Christ.

(8) A-hend-all, breudeur, ra vezo occupet ho sperejou gant kement a zo gwir, kement a zo honest, kement a zo just, kement a zo pur, kement a zo dign a garantez, kement a zo a vrud vad, hag a zo enhan eur vertuz-benag, hag a zo dign a veuleudi ; ra vezo occupet ho sperejou gant an holl draou-ze. (9) Ho desket hoc’h euz ive, ho recevet hag ho c’hlevet ganen-me, hag ho gwelet hoc’h euz enoun-me. Grit an traou-ze, ha Doue ar peoc’h a vezo ganeoc’h.

(10) Hogen, braz eo bet va joa en Aotrou, o veza m’hoc’h euz lakeat da renevezi ho karantez evidoun ; evit gwir e sonjec’h enoun, mes an occasion a vanke deoc’h. (11) Na lavaran ket kement-se abalamour d’am dienez ; rag desket em euz beza contant euz ar stad en pehini en em gavan. (12) Gouzoud a ran beza en eur stad izel, gouzoud a ran ive beza en abondans ; en holl ha dre holl em euz desket beza rassaziet ha kaoud naoun ; beza en abondans, ha beza en dienez. (13) Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in. (14) Koulskoude mad hoc’h euz great kemer lod ganen em affliction. (15) Gouzout mad a rit ive, Philippied, penaos goude ma oat commanset da brezeg an Aviel, pa c’hiz kuit euz a Vacedonia, Iliz e-bed n’he doa roet d’in, ha na receviz netra, nemed digant hoc’h hini ; (16) ha memeus, pa oann en Thessalonika, hoc’h euz digasset d’in eur vech, ha zo-ken diou vech, peadra evit va ezomou. (17) N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement-se. (18) Hogen, recevet em euz pep tra,