Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/390

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
381
PHILIPPIED, III.

zoud a rit ez eo bet amprouvet, pa’z eo gwir ez eo en em lakeat assambles ganen e servich an Aviel, evel eur bugel gant he dad. (23) Esper em euz eta d’hen kas d’ho kavout kerkent ha m’em bezo gwelet e pe stad ema va afferou ; (24) ha beza em euz fizians en Aotrou, penaos e teuin ive va-unan hepdale. (25) Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen-labourer, ha va c’hompagnon a-vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou ; (26) rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv. (27) Klanv eo bet, en gwirionez, ha darbet dezhan mervel ; mes Doue hen deuz bet truez outhan ; ha n’e ket outhan hep-ken, mes ive ouzin-me, evit n’am bije ket tristidigez var dristidigez. (28) Kasset em euz eta anezhan gant kalz a hast, evit m’ho pezo joa ouz hen gwelet, ha m’am bezo va-unan neubeutoc’h a dristidigez. (29) Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt-tud-se. (30) Rag bet eo tost d’ar maro evit oeuvr ar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’hunan evit renta.


CHABISTR III.


A-HEND ALL, va breudeur, en em rejouissit en Aotrou. Ne skuizan ket, evidoun-me, o scriva deoc’h ar memeus traou, hag evidoc’h-hu, kement-se eo hoc’h assurans. (2) Likit evez ouz ar chass ; likit evez ouz an droug-oberourien ; likit evez ouz ar fals circoncision. (3) Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus-Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig, (4) petra-benag ma c’halljen-me ive kaout fizians er c’hig. Mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ec’h hell fizioud er c’hig, me a hell hen ober c’hoas muioc’h, (5) me, pehini a zo bet circonciset an eizved devez, euz a lignez Israel, hag euz a dribu Benjamin, eun Hebreat, ganet euz eun Hebreat ; evit ar pez a zell al lezen, eur Farizian ; (6) evit ar pez a zell va aket e-kenver va relijion, o veza persecutet an Iliz ; evit ar pez a zell ar justis hervez al lezen, direbech. (7) Mes an traou-ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist. (8) Ouz-