Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/391

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
382
PHILIPPIED, III.

pen-ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus-Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist, (9) ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va-unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz ; (10) evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo ; (11) evit erruout, mar gallan, da resurrection ar re varo. (12) N’e ket ma ven dija erruet beteg ar pal, na ma ven deuet d’ar stad a berfection, mes redec a ran gant va holl nerz, evit gallout cregi er priz ; hag abalamour da ze eo hen deuz ar C’hrist tapet crog enoun. (13) Breudeur, evidoun-me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz ; (14) mes setu aman ar pez a ran : en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var-zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus-Christ.

(15) Ni holl eta pere a zo parfet, kemeromp ar zantimant-man enomp ; ha mar sonjit en eur feçon all var eun dra-benag, Doue hen diskouezo ive deoc’h. (16) Koulskoude er poent m’az omp erruet, kerzomp hervez ar memeus reglen, ha dalc’homp ar memeus santimanchou. (17) Breudeur, heullit holl an exempl a roan deoc’h, ha sellit ouz ar re a vale hervez ar skouer hoc’h euz enomp. (18) Rag beza ez euz kalz, hen lavaret em euz deoc’h alies, ha breman hen lavaran adare, en eur wela, hag a vale evel enebourien euz a groaz ar C’hrist ; (19) ar fin euz ar re-ze a vezo ar gollidigez ; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar. (20) Mes evidomp-ni a zo bourc’hizien an env ; a be leach ive e c’hortozomp ar Zalver, an Aotrou Jesus-Christ, (21) pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.


CHABISTR IV.


DRE-ZE, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel-se en Aotrou, va breudeur muia-karet.