Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/351

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
342
I. CORINTIED, XVI.

esperans da c’hallout ober eun dra-benag a vad ; mes kalz a enebourien a zo.

(10) Mar deu Timoteus, likit evez ma vezo heb aoun en ho touez, rag labourat a ra da oeuvr an Aotrou, kerkoulz ha me va-unan. (11) Rag-se diwallit ne deufe den d’hen disprija, hag ambrougit anezhan en peoc’h, evit ma teuio beteg enoun, rag ouz he c’hortoz emoun gant ar breudeur. (12) Evit ar pez a zell Apollos, hor breur, hen pedet em euz stard da vond d’ho kavout gant ar breudeur ; mes n’eo ket bet fellet dezhan mond breman ; mes mond a raio pa gavo an occasion.

(13) Beillit, choumit ferm er feiz, en em gomportit evel tud, creskit en nerz ; (14) grit kement a reot gant karantez.

(15) Breudeur, anaoud a rit famil Stephanas, ha gouzoud a rit penaos ez int ar c’henta-frouez euz an Akaia, hag ez int en em roet ho-unan da zervich ar Zent, (16) ho pidi a ran d’en em zoumeti d’ar seurt tud-se, ha da gement hini a labour hag a gemer poan assambles ganeomp. (17) Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman ; (18) rag krenveet ho deuz va spered hag hoc’h hini-c’houi. Bezit eta leun a respet evit ar seurt tud-se.

(19) Ilizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilas ha Friscilla, gant an Iliz a zo en ho zi, a zalud kalz ac’hanoc’h en Aotrou. (20) An holl breudeur a zalud ac’hanoc’h. En em zaludit an eil egile dre eur pok santel.

(21) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. (22) Mar d’euz unan-benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus-Christ, ra vez oanathem, Maranatha ! (Erru eo an Aotrou.) (23) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h. (24) Va c’harantez a zo ganeoc’h holl en Jesus-Christ ! Amen.


————