Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/337

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
328
I. CORINTIED, IX.

den denved, ha na zebr ket euz ho leaz ? (8) Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-man ? Daoust hag al lezen n’hen lavar ket ive ? (9) Rag scrivet eo e lezen Moises : Ne zalc’hi ket serret muzel an eujen a zo o voustra an ed. Daoust hag euz an eujened eo e kemer Doue sourci ? (10) Daoust ha n’e ket evidomp-ni kentoc’h eo e lavar kement-se ? Evidomp-ni eo hen deuz scrivet e tle an hini a vez oc’h arat an douar, labourat gant esperans, hag an hini a zorn, dorna gant esperans da gaoud he lod. (11) Mar hon euz hadet evidoc’h madou spirituel, hag eur gwall dra e vefe deomp medi euz ho madou temporel ? (12) Mar gra tud all usach euz ar galloud-se varnoc’h, ha na dleomp-ni ket hen ober kentoc’h egethe ? Koulskoude n’omp ket en em zervichet euz ar galloud-se, er c’hontrol, anduri a reomp pep tra, gant aoun na zeufe tra e-bed da herzel ouz Aviel ar C’hrist. (13) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar re a zervich en traou sacr, a zebr euz an traou sacr, hag ar re a zervich ouz an aoter, ho deuz lod en aoter ? (14) Evelse ive, an Aotrou hen deuz gourc’hemenet d’ar re a brezeg an Aviel, beva diouz an Aviel.

(15) Mes evidoun-me n’oun ket en em zervichet a hini euz an droajou-ze, ha na scrivan ket an dra-man, evit ma vezo great evel-se d’in ; rag gwell a vez ganen mervel, eged ma teufe unan-benag da lemmel diganen ar sujet-se a c’hloar. (16) Rag mar prezegan an Aviel, n’em euz leac’h e-bed d’en em veuli, rag red eo d’in hen ober ; ha malheur d’in-me, ma na brezegan ket an Aviel ! (17) Ma her prezegan a galon-vad, em euz ar recompans ; mes ma her gran en despit d’in, em euz koulskoude recevet ar garg d’hen ober. (18) Pe seurt recompans em euz-me eta ? Gallout, en eur brezeg an Aviel, etablissa Aviel ar C’hrist digoust da zen, ha tremen heb ober usach euz ar galloud em euz en Aviel. (19) Rag, petra-benag ma’z oun libr e-kenver an holl, ez oun en em rentet servicher an holl, evit gallout gounid muioc’h a dud. (20) Gant ar Judevien ez oun bet evel eur Judeo, evit gounid ar Judevien ; evel dindan al lezen gant ar re a zo dindan al lezen, evit gounid ar re a zo dindan al lezen ; (21) evel hep lezen, gant ar re a zo hep lezen (petra-benag n’ed oun ket hep lezen e-kenver Doue, pa’z eo gwir emoun dindan lezen ar C’hrist), evit gounid ar re a zo bep lezen.