Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/333

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
324
I. CORINTIED, VII.

hag en ho spered, pere a zo da Zoue.


CHABISTR VII.


EVTT ar pez a zell an traou hoc’h euz scrivet d’in, mad eo d’an den choum heb touch ouz maouez e-bed. (2) Koulskoude evit tec’hel diouz al libertinach, ra hen devezo pep goaz he vreg he-unan, ha ra he devezo pep maouez he ozac’h he-unan. (3) Ra zeui an ozac’h da renta d’he vreg ar pez a zo dleet ; hag evel-se ive ar vreg d’he ozac’h. (4) Ar vreg n’eo ket mestres var he c’horf he-unan, mes he ozac’h eo ; hag er memeus doare ive, an ozac’h n’e ket mestr var he gorf he-unan, mes he vreg eo. (5) N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden ; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall-ioulou. (6) Hogen, kement-man a lavaran evel eun ali, ha n’eo ket eur gourc’hemen. (7) Rag me a garje e vije an holl dud henvel ouzin ; mes pep hini hen deuz recevet he zonezon digant Doue, unan evel-hen, egile en eur feçon all.

(8) Lavaret a ran eta d’ar re n’int ket dimezet, ha d’an intanvezed, penaos eo mad dezhe choum evel-d’oun-me. (9) Mes mar na hellont ket en em viret, eo gwelloc’h dezhe dimezi ; rag gwell eo dimezi eged devi.

(10) Hogen d’ar re a zo dimezet e roan ar gourc’hemen-man (n’e ket me koulskoude hen ro, mes an Aotrou) : Ar vreg na dle ket en em dispartia diouz he fried ; (11) (ha mar deu hi d’en em dispartia diouthan, ra choumo hep dimezi, pe ra zeui d’en em unani adare gant he fried,) hag arabad eo d’ar pried dilezel he vreg. (12) Mes d’ar re all a lavaran (me eo hen lavar ha n’e ket an Aotrou) : Mar hen deuz unan euz ar breudeur eur vreg difeiz, hag hi contant da choum ganthan, diwallo d’he c’huitaad ; (13) ha mar he deuz eur vreg-benag eun ozac’h difeiz, hag hen contant da choum ganthi, diwallo ive d’he guitaad. (14) Rag an ozac’h difeiz a zo santifiet gant ar vreg ; hag ar vreg difeiz a zo santifiet gant he ozac’h ; anez, ho pugale a vefe impur, eleac’h breman ez int santel. (15) Mes mar fell d’an hini difeiz dispartia, lezit anezhan da vond ; ar breur hag ar c’hoar a zo libr, pa c’hoarvez kement--