Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/332

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
323
I. CORINTIED, VI.

hini e-bed hag a helfe barna etre he vreudeur ? (6) Mes eur breur hen deuz eur proces a-enep he vreur, ha kement-se dirag an dud difeiz ! (7) Kaout procejou an eil a-enep egile a zo dija eur gwall si en ho touez. Perag ne andurit-hu ket kentoc’h e vez great gaou ouzoc’h ? Perag ne andurit ket kentoc’h ar c’holl ? (8) Mes c’houi hoc’h-unan eo a ra gaou, hag a ra koll, ha c’hoas d’ho preudeur ! (9) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach ?

(10) N’en em dromplit ket ; nag an dud libertin, nag an idolatred, nag an avoultrerien, nag ar re en em ro d’al lubricite, nag ar sodomited, nag al laeron, nag ar re avarisius, nag ar mezverien, nag ar gwall-deodou, nag ar re a chas ganthe ar pez n’eo ket dezhe, na heritint rouantelez Doue. (11) Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel-se ; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.

(12) Pep tra a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudus ; pep tra a zo permetet d’in, mes n’en em lakin esclav dindan hini. (13) Ar boued a zo evit ar c’hov, hag ar c’hov evit ar boued ; mes Doue a zistrujo an eil hag egile. Hag ar c’horf n’eo ket great evit al libertinach, mes evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf. (14) Hogen Doue hen deuz resussitet an Aotrou, hag a resussito ive ac’hanomp-ni dre he c’halloud. (15) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corfou a zo izili ar C’hrist ? Daoust eta ha me a gemero izili ar C’hrist, evit ober anezhe izili eur plac’h a vuez fall ? Doue ra viro ! (16) Petra, ha na ouzoc’h-hu ket penaos an hini en em ro da eur plac’h a vuez fall, ne ra nemed eur c’horf assambles ganthi ? Rag scrivet eo : Ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (17) Mes an hini a zeu d’en em unani gant an Aotrou, a ra eur memeus spered assambles ganthan. (18) Tec’hit diouz al libertinach. Kement pec’hed all a ra an den, a zo en diaveaz euz ar c’horf ; mes an hini a ra ar pec’hed hudur a bec’h a-enep he gorf he-unan. (19) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered-Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan ? (20) rag c’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; glorifiit eta Doue en ho corf