Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/320

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
311
ROMANED, XIV.

en anvi ; (14) mes en em viskit euz an Aotrou Jesus-Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall.


CHABISTR XIV.


AN hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou. (2) Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra ; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach. (3) An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt ; rag Doue hen deuz he zigemeret. (4) Piou oud-de, te pehini a gondaon servicher eun all ? D’he vestr he-unan eo barn anezhan, mar choum en he za, pe mar deu da gweza ; mes choum a rai en he za, rag Doue a zo galloudus evit rei nerz dezhan.

(5) He-man a istim eun devez dreist eun devez all ; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile ; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra. (6) An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou ; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou ; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue ; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue. (7) Rag, hini ac’hanomp na vev evithan he-unan, hag hini ac’hanomp na varv evithan he-unan. (8) Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp ; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp ; evel-se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou. (9) Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.

(10) Mes te, perag e varnez-te da vreur ? Ha te ive, perag e tisprijez-te da vreur ? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist. (11) Rag scrivet eo : Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue. (12) Evel-se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he-unan.

(13) N’en em varnomp mui eta an eil egile ; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e-bed d’hor breur. (14) Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou