an oberou : (7) Eürus, emezhan, ar re a zo pardonet dezhe ho gwall-oberou, hag a zo goloet dezhe ho fec’hejou ! (8) Eürus an den da behini an Aotrou na gounto ket he bec’hed !
(9) Daoust hag an eürusted-se n’ed eo nemed evit ar re circonciset hep-ken ? Pe ive evit ar re dicirconcis ? rag lavaret a reomp penaos he feiz a oe countet da Abraham evit justis. (10) Mes pe-gouls eta eo bet countet dezhan evit justis ? Goude ma oa bet circonciset, pe araog ? Ne oa ket goude, mes e-pad ma oa c’hoas dicirconcis. (11) Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis ; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis ; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis ; (12) ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset.
(13) Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz ; (14) rag mar d’eo ar re euz al lezen eo an heritourien, ar feiz a zo didalvoudec, ha n’euz promessa ebed ken. (15) Rag al lezen a zigas ar goler ; rag el leac’h n’euz lezen e-bed, n’euz ket ken neubeud a dor-lezen. (16) Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep-ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl, (17) (hervez ma’z eo scrivet : Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent. (18) Oc’h esperoud heb sujet a esperans ebed, hen deuz credet e teuje da veza tad da galz a nationou, hervez ar pez a oa bet lavaret : Ker braz-ze e teui da lignez da veza. (19) Ha dre ne oa ket febl er feiz, ne chomaz ket da zonjal e oa he gorf dija dinerzet (pa’z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz) ; na ken neubeud e oa Sara er meaz euz an oad da gaoud bugale ; (20) ha n’hen doe na douetans na disfiz euz ar bromessa a Zoue, mes krenveet e oe gant ar feiz, hag e roaz gloar da Zoue, o veza persuadet mad, (21) penaos ez eo galloudec awalc’h