Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/303

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
294
ROMANED, IV.

vezo ar bed holl anavezet evit beza coupabl dirag Doue. (20) Rag den e-bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen ; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed.

(21) Mes breman, heb al lezen, eo bet dizoloet eur justis euz a Zoue (da behini al lezen hag ar brofeted a rent testeni) ; (22) eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus-Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred ; (23) rag n’euz differans e-bed etre an dud, pa’z eo gwir ho deuz holl pec’het, ha ma’z int privet euz a c’hloar Doue, (24) ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus-Christ, (25) pehini a oa bet lakeat gant Doue da veza eur sacrifis a beoc’h, dre ar feiz en he oad, evit diskouez he justis dre ar pardon euz ar pec’hejou tremenet, great en amzer ar batianted a Zoue ; (26) evit diskouez, a lavaran, he justis en amzer a zo o ren, evit beza he-unan anavezet da veza just, ha da veza an hini a justifi an den hen deuz feiz en Jesus.

(27) Pe leac’h eta ema ar sujet d’en em c’hlorifia ? Taolet eo er meaz. Dre be seurt lezen ? Dre lezen an oberou ? Nann, mes dre lezen ar feiz.

(28) Dre-ze eta e varnomp penaos an den a zo justifiet dre ar feiz, heb oberou al lezen. (29) Doue hag hen a zo hep-ken Doue ar Judevien ? Daoust ha n’eo ket hen ive Doue ar Jentiled ? Eo zur ! Doue ar Jentiled eo ive ; (30) rag beza ez euz eun Doue hep-ken, pehini a justifio ar re circonciset dre ar feiz, hag ar re dicirconcis dre ar feiz.

(31) Daoust ha dre ar feiz e tiskaromp al lezen ? Pell ac’hane ! Er c’hontrol, krenvaad a reomp al lezen.


CHABISTR IV.


PE seurt avantach eta a livirimp-ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig ? (2) rag mar d’eo bet justifiet Abraham dre an oberou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nann dirag Doue. (3) Rag petra a lavar ar Scritur ? Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis. (4) Hogen, d’an hini a labour, ar gobr na vez ket countet evel eur c’hras, mes evel eur gle. (5) Mes d’an hini na labour ket, mes a gred en hini a justifi ar pec’her, he feiz a zo countet dezhan evel justis.

(6) Evel-se eo e teu David da ziscleria eürusted an den a zo countet just gant Doue heb