Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/302

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
293
ROMANED, III.

hervez al lizeren ; ha meulodi ar Judeo-ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.


CHABISTR III.


PE seurt avantach eta hen deuz ar Judeo var ar re all, pe pe seurt profit a dennont-hi deuz ar circoncision ? (2) Braz eo e pep doare, ha dreist holl o veza ma eo bet fiziet enhe komzou Doue. (3) Mes, a lavarfot-hu, mar d’euz eur re-benag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di-c’hallout ar fidelite a Zoue ? (4) Pell ac’hane ! Mes ra vezo Doue anavezet gwirion, ha peb den gaouiad, hervez ma’z eo scrivet : Evit ma vezi kavet just en da gomzou, ha ma c’hounezi da broces pa vezi barnet.

(5) Mes mar deu hon injustis da ziskouez sclearoc’h ar justis a Zoue, petra a livirimp-ni ? Daoust ha Doue n’eo ket injust pa ra deomp santoud he goler ? (E giz an den e komzan.) (6) Pell ac’hane ! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed ? (7) Mes mar deu gwirionez Doue, dre va gaou-me, d’en em ziskouez c’hoas sclearoc’h, evit he c’hloar, perag ez oun-me c’hoas condaonet evel pec’her , (8) Ha perag ne rafemp-ni ket an droug, evit ma teui ar vad anezhan, evel ma’z euz tud hag a assur e leveromp, en eur droug-komz ac’hanomp ? Tud hag a zo just ho c’hondaonation.

(9) Petra ’ta, a lavarfomp-ni ? ha gwelloc’h ez omp-ni eged ar Jentiled ? E nep doare ; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed, (10) hervez ma’z eo scrivet : N’euz den just e-bed, nann, hini e-bed. (11) N’euz den hag hen deuz comprenezon ; den hag a glask Doue. (12) Holl ho deuz kollet ho hent, hag ez int holl en em gorrompet assambles ; n’euz hini anezhe hag a ra ar mad, n’euz ket unan zo-ken. (13) Ho gouzoug a zo eur bez digor ; lakeat ho deuz ho zeod da zervicha da dromplerez ; dindan ho muzellou ez euz eur vulum aspic. (14) Ho genou a zo leun a valloz hag a c’houervder. (15) Ho zreid a zo skanv evit mond da skullia goad. (16) An dezolation hag ar vizer a zo en ho henchou. (17) N’ho deuz ket anavezet hent ar peoc’h. (18) N’ema ket doujans Doue dirag ho daou-lagad. (19) Hogen, gouzoud a reomp penaos kement tra a lavar al lezen, hen lavaret a ra d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo serret pep genou, ha ma