Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/299

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
290
ROMANED, I.

etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in-me.

(13) Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h hep gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen-benag en ho touez, evel e-touez an nationou all ; mes beteg-hen eo bet harzet ouzin kement-se. (14) Dleour oun d’ar Greked kerkoulz ha d’ar Varbared, d’an dud gwiziec kerkoulz ha d’ar re ignorant. (15) Dre-ze, en kement ha m’az eo em galloud, ez oun prest da annons an Aviel deoc’h-hu ive, pere a zo e Rom.

(16) Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude-ze. (17) Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet : An den just a vevo dre ar feiz.

(18) Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a-enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez, (19) rag ar pez a heller da anaoud divarben Doue a zo lakeat sclear dirazhe, rag Doue hen deuz hen diskouezet dezhe. (20) Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou-lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz ; (21) rag goude beza anavezet Doue, n’ho deuz ket glorifiet anezhan evel Doue, ha n’ho deuz ket rentet grasou dezhan : er c’hontrol, en em faziet int bet en ho zonjezonou, hag ho c’halon dibourvez a skiant-vad a zo bet karget a devalijen. (22) O pretanti beza ho-unan tud fur, ez int deuet da veza zot ; (23) hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.

(24) Abalamour da ze ive, Doue hen deuz ho livret, hervez gwall-ioulou ho c’halon, da eul louzdoni ker braz, ma ho deuz dishenoret ho c’horfou ho-unan ; (25) int pere ho deuz lakeat ar gaou en plas gwirionez Doue, hag ho deuz adoret ha servichet ar c’hrouadur eleac’h ar C’hrouer, pehini a zo benniget da viken. Amen ! (26) Abalamour da ze eo hen deuz Doue ho abandonet da ioulou mezus ; rag memeus ho gragez en ho zouez ho deuz chenchet an usach naturel en eun all a zo a-enep an natur. (27) Er memeus doare ive, ar oazed,