Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/298

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
289
ROMANED, I.

zo kasset d’ar Jentiled, hag ar re-man a zelaouo. (29) Ha goude m’hen doe lavaret kement-se, ar Judevien a ieaz kuit, hag e oe eur gontestation vraz etrezhe.

(30) Hogen Paol a choumaz daou vloaz leun en eun ti hen doa feurmet evithan he-unan, hag e receve eno ar re holl a zeue d’he gavoud, (31) o prezeg rouantelez Doue, hag o teski an traou a zell ouz an Aotrou Jesus-Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant ebed.

————


LIZER SANT PAOL D’AR ROMANED.


————
CHABISTR I.


PAOL, servicher da Jesus-Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue, (2) an Aviel prometet dija ganthan dre he brofeted, er Scrituriou-sacr, (3) hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig, (4) hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a-douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus-Christ hon Aotrou, (5) dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled ; (6) euz an niver a bere ez oc’h ive, c’houi pere a zo bet galvet gant Jesus-Christ ; (7) d’an holl dud muia-karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom ; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a-berz Doue hon Tad, hag a-berz an Aotrou Jesus-Christ !

(8) Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus-Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl. (9) Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou, (10) o c’houlen bepred diganthan ar c’hras da hellout, mar d’eo he volontez, dond a-ben da gavoud eun occasion favorabl-benag da vond d’ho kwelet ; (11) rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel-benag, evit ma viot krenveet, (12) da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun